20
Février
Sizhunvezh ar brezhoneg
Par Gwennola Hyguinen • Publié le 20/02/2022

Keginañ e-pad sizhunvezh ar brezhoneg!
Evit kregiñ ar sizhun, fardet hon eus farz-forn er c’hlas d’al lun 31 a viz Genver. Graet hon eus an toaz gant sikour Gwennola, Armelle ha Christine. Heuliet hon ar rekipe en ur lakaat ar bleud, ar sukr, an holen, ar vioù hag al laezh. Mesket hon eus tout araok skuilhañ an toaz er plad bet lardet gant amann araok. Lakaet hon ar pladoù er forn ha 40 vunutenn war-lec’h e oa poazh. Laosket hon eus ar farz-forn da yenaat un tammig araok debriñ. Pegen mat!
D'ar yaou, fardet hon eus krampouezh er c’hlas evit ar Chandelour anvet ivez Gouel Maria ar gouloù. Graet hon eus an toaz gant sikour Jacqueline, Christine, Armelle ha Gwennola. Mesket hon eus bleud, sukr, vioù ha laezh. Pa oa tomm ar billig e veze skuilhet ul loaiad warnan. Ur wech poazh ar grampouezhenn e oa ret gortoz un tammig araok debriñ anezhi. Armelle he doa degaset kaotigell avaloù graet ganti er gêr. Pegen lipous!
Dans le cadre de la semaine de la langue bretonne, nous avons réalisé, en classe, des recettes bien de chez nous: du far et des crêpes. Nous avons été aidés par les adultes pour suivre les recettes et réaliser les pâtes. Ensuite nous avons enfourné le far et préparé les crêpes sur le billig. Nous nous sommes régalés!