15
Décembre
Ar bolomig Bara-mel
Par Gwennola Hyguinen • Publié le 15/12/2021
Evit kenderc’hel gant istor ar “Bolomig Bara-mel”, dibabet hon eus fardañ ur bolomig gwastell-sec’h met ivez ur gwastell gant mel. An toaz evit ar bolomigoù a zo bet fardet ganeomp araok bezañ pladet gant ur ruilh. Graet hon eus ar bolomigoù gant un didammer stumm ar bolomig Bara-mel gantañ. 2 damm chokolad evit an daoulagad ha perlezennoù sukr evit chupenn ar bolomig a zo bet ouzhpennet ganeomp araok lakaat anezho er forn. Degaset hon eus ar gwastilli er gêr gant ar rekipe en ur sac’h kinklet er c’hlas evit diskouez da tadig ha mammig. Warlec’h, fardet ha debret hon eus ur bara-mel. Lod ac’hanomp n’o doa ket tañvet biskoazh ur gwastell gant mel e-barzh! Kazimant toud ar vugale o deus kavet mat ar Bara-mel. Ar rekipe ‘zo bet peget er c’haieroù-buhez evit fardañ ar bar-mel er gêr adarre !
Afin de poursuivre notre projet sur le « Bonhomme en pain d’épices », nous avons préparé des bonhommes en sablé et du pain d’épices. Un vrai délice que certains d’entre nous n’avaient jamais goûté !

Photos
Photos (8)