17
Novembre
Soubenn potimaron ha karotez ar jardin
Par Gwennola Hyguinen • Publié le 17/11/2021
Graet hon eus soubenn potimaron d’ar meurzh 9 a viz Du. Degaset he doa Gwennola ur potimaron, un c’houlourdrenn « butternut » ha tennet hon eus karotez ‘barzh ar jardin dirak ar c’hlas. Kignet hon eus al legumaj gant sikour ar re vras, troc’het hon eus anezho a dammoù bihan. Goude bezañ bet walc’het, lakaet hon eus al legumaj er gaoter gant dour holen ha pebr. Ar gaoter ‘zo bet lakaet war an tan evit poazhañ ar soubenn e-pad un hanter eur. Friket he deus, Gwennola, ar soubenn ha servijet e pladoù bihan. Pegen mat hon eus kavet ar soubenn-se ! Kroc’hen al legumaj ‘zo bet taolet er c’homposter.
Nous avons préparé une soupe de potimarron avec les carottes de notre potager, du potimarron et de la courge « Butternut ». Après avoir épluché et coupé les légumes avec l’aide des adultes, nous les avons lavés et mis à cuire, dans une grande marmite sur la gazinière. Une fois mixée, nous avons dégusté notre soupe. Elle était délicieuse ! Les épluchures ont été jetées dans le composteur de l’école.

Photos
Photos (12)